Kanaouenn etrevroadel al labourerion
From Wikisource
Other languages: Brezhoneg | Català | Česky | Cymraeg | Dansk | Deutsch | English | Esperanto | Español | Eesti keel | Euskara | Karjala | Français | Galego | עברית | Hrvatski | Magyar | Bahasa Indonesia | Italiano | 日本語 | 한국어 | Te Reo Māori | Nederlands | Polski | Português | Română | Русский | Gjuha shqipe | Svenska | Tagalog | Türkçe | 中文 | isiZulu | Czornaruski | Groningue | +/-
- War sav ! Va breudeur,ret eo sevel
- Ar paour 'zo o tuiñ gant an naon
- Ar skiant a lâr a vouezh uhel
- N'em gannañ start,skeiñ hep tamm aon !
- Skuizh omp aet, re bell omp bet deñved ,
- Mevelien gaezh, war sav, war sav !
- Ur bed all gwelloc'h a vo savet
- Lec'h ma vimp mestr hep bezañ sklav.
- Sed an emgann diwezhañ
- Holl war sav ha warc'hoazh
- E kerzho unanet
- Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.
- Mestr bras ebet ne c'hell hor sikour
- Na doue na priñs nag un all !
- Yann Gouer, pesketaer ha micherour
- Deuit war hol lerc'h da reiñ ar brall
- Laeron vras, c'hwi 'vo lakaet izel,
- Ni 'zesko d'an dud gwelout sklaer
- Ha breman c'hwezhet tan hor c'hovell
- War'n houarn tomm 'vo lopet taer.
- Ar stad hor gwask ,al lezenn ivez
- 'n em wadañ 'rankomp 'vit netra
- Hor poan daoust da betra e talvez ?
- Da vevañ tud gant hon peadra !
- Paromp holl, frankiz'zo da bep den
- Ha ni 'vez mac'het gwashoc'h-gwaz
- Mar karomp 'vint ket mestr da viken
- Deut eo ar c'houlz cheñch penn d'ar vazh !

